PENN AR C'hAIAK

Kaiak - Plougonvelen - Penn ar bed

Penn-Ar-Kayak
 

Gouzout hirroc'h...

Penn ar c'haiakAn Traezh hir

Abaoe 2015, e vez kinniget troiadoù war vor gant ar c’hlub Penn ar C’haiak d’e izili oadourien, kement-se d’ar Sadorn vintin pe d’ar Sadorn goude merenn (ma vez mat an amzer).

Teir eurvezh e pad un abadenn ha meret e vezont gant monitourien, hag eil-vonitourien, a-youl vat, bet stummet hervez reolennoù an FFCK.

Ezel « Fédération Sportive et Gymnique du Travail (FSGT) », kinnig a ra ar c’hlub deskiñ teknikoù roeñvig evit e izili da vont war raok.

Hervez live an dud, e vez kinniget baleadennoù war an aod adalek traezhenn an Traezh-Hir, Plougonvelen, en un takad etre tour-tan ar Minou hag hini Lokmazhe, pe, diouzh an amzer, en aberioù pe a-hed un aod gwarezet. Kenkadennoù deiz pe dibenn-sizhun a c'haller kaout ivez.

Ur flodad kaiakoù-mor ha stêr (polietilen) pontet, jiletennoù-saveteiñ, roeñvigoù, brozhoù-kaiak, hag all, a zo gant ar c’hlub en ur savadur lec’hiet war draezhenn an Traezh-Hir.

Ar memes talvoudoù a vez rannet gant izili Penn ar C’haiak : spered digor ha mignoniezh, diazezet war garantez an endro hag ar mor. Kemer a ra perzh ar c'hlub en obererezhioù dastum lastez war an aodoù hag an traezhennoù tro-dro.

Evit ur bloavezh eo an emezeladur. E miz Kerzu e vez kinniget prantadoù amprouiñ digoust.

Liammoù a dalvoudegezh

Googlemaps 1

Rouedadoù sokial

Facebook

Kevelerien